Mostargg

Mostar gozh

Mostar (e kirillek : Мостар) zo ur gêr eus Bosnia-ha-Herzegovina. Emañ e kanton Herzegovina-Neretva. E 2001 e oa bet kontet 69 838 annezad. Hiziv e vez e-tro 105 000 annezad.

Kreizenn velestradurel ar c’hanton Herzegovina-Neretva eo Mostar. Karter “Pont kozh ar kêr kozh Mostar“ zo enskrivet war roll glad bedel an UNESCO abaoe 2005.

Taolenn

  • 1 Douaroniezh
  • 2 Istor
    • 2.1 Mostar e deroù ar bloavezhioù 1990
    • 2.2 Mostar e-pad brezel Bosnia
    • 2.3 Mostar abaoe ar brezel
  • 3 Poblañsouriezh
  • 4 Sevenadur
  • 5 Armerzh
    • 5.1 Greanterezh
    • 5.2 Servijoù
  • 6 Touristerezh
  • 7 Sportoù
    • 7.1 Mell-droad
    • 7.2 Basket-ball
    • 7.3 Melldorn
  • 8 Tud brudet

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Bosnia-ha-Herzegovina

Ur c’hant kilometrad bennak e kreisteiz Sarajevo emañ Mostar, war-dro 40 km eus an harz etre Bosnia-ha-Herzegovina ha Kroatia, ha 50 km eus ar Mor Adriatik. War porzhioù ar stêr Neretva eo Mostar. Treugiet eo gant an tren d’an aod kroat ha da Sarajevo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevez-amzer e Mostar, Tivadar Kosztka Csontváry (1853–1919)
Pont Mostar e 1930

Evel e tiskouez ar mogerioù-tro hag ar beredegoù e oa dalc’het lec’hienn Mostar diwar ragistor.

Komprenet o deus ar Romaned pouez strategel ha kenwerzh al lec’h-se ha neuze en em stalient eno. Kavet eo bet aspadennoù endonet ar gêr roman dindan ar gêr a-vremañ.

Er fin Henamzer e oa bet savet pennilizoù kristen. Ar vezañs kristen a chomas betek ar grennamzer.

War un teuliad eus 1474 e welomp evit ar wech kentañ anv Mostar. Dont a ra eus gwardoù ar Pont, ar mostari.

Ar pont hen se a oa war an hent kenwerzhel etre ar Mor Adriatik hag ar rannvro mengleuziek ha pinvidik e kreiz Bosnia. A-drugarez se, Mostar en em astenn war ar c’hlann zehoù. Dindan an Impalaeriezh Otoman ez a Mostar d’ur c’hadiluk ha goude d’ur sandjak a-raok bezañ kreizenn gournament turk.

<b 1475 1566 1878 Adalek ar XVvet kantved betek an Patrom:XIXvet kentved e tiorro Mostar dindan Impalaeriezh Otoman. a dremen hag holl Bosnia-ha-Herzegovina edan velestradurezh aostriat ha hungarat. XVvet, kavet reer dielloù kelioù diwar-benn : oa war glannoù Neretva ur plas kreñv. Tremenet hon boa pont-skourr. pont-se roe anv d’ar gêr, dalv “treizher pont” d’an hini ret da baeañ un dell dreizh. A-drugarez tiorroe genwerzh transportoù. A-benn en em stalie c’harter muzulman (« mahala ») gant moskeennoù kouronkoù bourzh stêr hanternoz lec’h treizh. savet pont maen gouarnamant Karadjoz-Beg. Kreizenn staliet bep tu neuze.
Pa erru ar velestradurezh aostriat-ha-hungarat, e 1878, e anavez Mostar ul lammgresk armerzhel ha kêrel nevez.

<b 1475 1566 1878 Adalek ar XVvet kantved betek an Patrom:XIXvet kentved e tiorro Mostar dindan Impalaeriezh Otoman. a dremen hag holl Bosnia-ha-Herzegovina edan velestradurezh aostriat ha hungarat. XVvet, kavet reer dielloù kelioù diwar-benn : oa war glannoù Neretva ur plas kreñv. Tremenet hon boa pont-skourr. pont-se roe anv d’ar gêr, dalv “treizher pont” d’an hini ret da baeañ un dell dreizh. A-drugarez tiorroe genwerzh transportoù. A-benn en em stalie c’harter muzulman (« mahala ») gant moskeennoù kouronkoù bourzh stêr hanternoz lec’h treizh. savet pont maen gouarnamant Karadjoz-Beg. Kreizenn staliet bep tu neuze.
Betek an XXvet kendalc’h Mostar e tiorren a-drugarez d’an eskemmoù kenwerzh ha d’ar broduerezh artizanel. Miret he deus he giz Grennamzer daoust savadur dileveoù e bloavezhioù 1960.

Ar pont torret gant ur vombezenn

Mostar e deroù ar bloavezhioù 1990[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêrbenn Herzegovina e oa Mostar. Ur greizenn c’hreantel a oa a-drugarez d’an aerlestrsaverezh “SOKO” ha d’ar broduerezh aluminiom pouezus („Aluminij“). Oberiat e oa ar c’henwerzh : gwiadoù, butun, boued. Ul lec’h touristikel ha darempredet-tre e oa a-drugarez d’he savouriezh a reter ha giz Otoman ha d’he moskeennoù niverus.

Mostar e-pad brezel Bosnia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoet-tre a oa Mostar gant ar brezel (1992-1995). Teir c’humuniezh a argade. Ar Serbed a oa staliet en uhelder. Ar vroadelourien groat o doa bountet ar Vosnied (Slaviad muzulman) er ghetto ar kêr kozh war ar c’hlann a reter Neretva. Goude disklêriadur dizalc’hiezh Bosnia-ha-Herzegovina e oa ur seziz war Mostar e-pad 18 miz. D’an 3 a viz Ebrel 1992 e oa bombezet Mostar evit ar wech kentañ gant an arme pobl yougoslaviat (JNA). Neuze, Mostar a oa bet kontrollet gant ar JNA. En nevez amzer 1992, distrujet e oa bet an holl pont (war-bouez ar Stari Most), an aerborzh hag al labouradeg aluminiom Aluminij. Dilojet e oa bet an aerlestrsaverezh “SOKO” e Bro-Serbia. E miz Mezheven 92, adbountet e oa bet ar JNA gant an Arme Republik Bosnia-ha-Herzegovina (ARBiH), ar C’huzul an Difenn Kroat (HOV) hag an Nerzhioù Armet Kroat (HOS). Kalz sevenadur a oa bet distrujet d’ar mare-se, monumantoù relijiel peurgetket: iliz ortodoks ha moskeenn gant an HOV. Adalek Mezheven 92 e erru kalz repuidi vosniat a oa bet chaseet eus reter Bosnia dindan kontroll serb. Neuze cheñchet e oa ar boblañs hag ar c’hempouez etre Kroated ha Bosniad. Un arme bosniat a oa bet savet gant meur a soudard eus HVO hag HOS.
E 1993 o deus c’hoant an dreistbroadelourien da zaouhanteriñ Bosnia-ha-Herzegovina gant o enebour serb. Met adbountet e oa bet gant an arme bosniat. Honnezh a adkemer kreiz Bosnia ha goude ez a d’ar Su betek Mostar (taol „Neretva 93“). Dizemglev pouezus a oa erruet e Mostar a-hed ar Boulouard an Dispac’h Pobl (« bulevar narodne revolucije »). Ar bihanniver etnek a oa bet argadet. D’an 9 a viz Du 1993 e oa bet distrujet ar « Stari Most » (pont kozh, arouez ar gêr) gant un obuz.

Mostar abaoe ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adsavadur Pont Mostar e 2003

E-pad ar brezel e oa bet dispartiet Mostar e daou du gant Boulouard an Dispac’h Pobl (« bulevar narodne revolucije ») :

  • Kornôg Mostar : dreist holl karterioù modern, abaoe 1995 an darn vuiañ kroat ha katolik
  • Reter Mostar : dreist-holl karterioù kozh, an darn vuiañ bosniat ha muzulman

Goude ar brezel e oa bet adunanet an daou du-se.
Ar Stari Most (Pont kozh) a oa bet adsavet er memes framm ha gant ur maen orin bennak e 2004. Kalz tiez a chom da vezañ adsavet. Met a-drugarez d’an donezoner niverus ez a an adsavadur war-raok. Neuze gallout a rae mirout he dedenn hag he dudi.

Poblañsouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2003 e konter 105 448 annezad e Mostar. (Source : http://www.visitmostar.net/Mostar.htm) Emdroadur istorel ar poblañs er gumun

1971 1981 1991
89 580 110 377 126 628

Dasparzh ar poblañs dre vroadelezh (1991)

BROADELEZH NIVERENN DREGANTAD
Bosniaded 43 856 35
Kroated 43 037 34
Serbed 23 909 19
All 15 579 12
Hollad 126 066 100

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Mostar emañ ar c’hreizennoù sevenadurel da heul :

  • Kreizenn evit sevenadur « Mostar »
  • Ti ar Sevenadur « Dom Kulture Herceg Stjepan Kosača »
  • Kreizenn sevenadur yaouankiz «Abraševic »
  • Sal sonadeg «Pavarotti-Mostar »
  • Dielloù Herzegovina (bremañ Dielloù ar c’hanton)
  • Mirdi Herzegovina
  • Levraoueg-kêr « Herceg Stjepan Kosače »
  • Levraoueg Grandska biblioteka « Luka »
  • C’hoariva pobl Mostar
  • C’hoarvia kroat « HNK-Mostar »
  • Ti Aleksa Šantić

An darvoud sevenadurel brudetañ eo « Hañv Mostar » gant abadenn barzhonieg koshañ gant Aleksa Šantić peurgetket; ur gevezadeg splujañ eus ar re goshañ adalek ar Pont Kozh e dibenn sizhun diwezhañ miz Gouere.

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Armerzh Mostar a zo diouzh greanterezh an aluminiom hag ar vetalouriezh, servijoù-bank, ha gennad ar pellgehentiñ. Meur a sez c’hevredad embregerezh pouezus a zo e Mostar. A-drugarez da se he deus galloudezh kreñv. Da greskiñ e kendalc’h an niveren embregerezh ar gennad prevez. Raktres da ziorren energiezhioù an avel a zo ivez. Degouezhout a ra ar saloñs vrasañ eus Bosnia-ha-Herzegovina e Mostar bep vloaz : Saloñs Etrebroadel Armerzhiel Mostar (“Međunarodni sajam gospodarstva Mostar”). Abaoe 1997 e c’haller diorren eskemmoù etre embregerezh disheñvel (boued, gwin, levrioù, etc.) eus ar bed holl.

Greanterezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouezus-tre eo greanterezh an aluminiom (« Aluminij ») hag ar vetalouriezh. Gant embrouegerezh etrebroadel pouezus e labour Aluminij : Daimler-Chrysler, Fiat, …

Servijoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c’hreiz-bank eo Mostar ivez : 2 eus an 3 bank pouezusañ ar vro zo staliet e Mostar. Kavout a reer embregerezhoù pellgehentiñ pouezus ouzhpenn :

  • “Elektroprivreda HZHB”, tredan
  • “Hrvatska Pošta Mostar”, post
  • “HT Mostar”, pellgehentiñ (trede embregerzh pellgehentiñ ar vro)

Touristerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Straed kozh Mostar

Ar gêr touristelañ eus Bosnia-ha-Herzegovina eo Mostar. Kalz dibarderioù zo eno :

  • Kêr gozh Mostar gant ar Stari Most (Pont kozh) ha gar karter touristel
  • Moskeenn Karadoz-beg
  • Iliz Frañsezidi (Franjevačka crkva gant ar c’hloch vrasañ ar vro)
  • Straedig Bišcevic hag he ziez turk
  • Kêriadennig gozh Brankovac gant tiez ha liorzhoù hengounel giz Otoman
  • Kêriadenn gozh Blagaj : eien Buna, Tekia (ti Darwich a awene al levr “An darwich hag ar marv” gant Meša Selimović)
  • Park natur ha menez Prenj (e poulz al „Lis bosnek“)
  • Mirva natur “Diva Grabovica”
  • Ar “Bladenn”, torgenn a zo a us da gornôg ar ger
  • Ti Aleksa Šantić, ar barzh brudetañ eus Mostar
  • Mirdi Herzegovina

Sportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mell-droad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sport brudetañ eo ar vell-droad e Mostar. An 2 glub mell-droad pennañ eo : Ar Velež Mostar hag ar Zrinjski Mostar. Harpet eo pep klub gant ur strollad etnikel : ar Velež Mostar gant ar Vosniaded hag ar Zrinjski Mostar gant ar Groated. Neuze tenn-tre eo ar match etre an 2 skipailh-se. E Mostar ez eus 2 stad : Bijeli Brijeg Stadium (stad FK Velež) ha Vrapčići Stadium.

Basket-ball[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E live broadel e c’hoari ar skipailh HKK Zrinjski Mostar.

Melldorn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pouezus e oar skipailh Zrinjski ha c’hoari e live broadel ivez.

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aleksa Šantić
  • Emir Balić, splujer eus ar pont kozh
  • Svetozar Ćorović, barzh
  • Ivan Ćurković, c’hoarier melldroad
  • Osman Đikić, barzh
  • Jadranko et Goran Fink, splujerien eus ar pont kozh
  • Ahmed Glavović
  • Zdravko Grebo, skrivagner (skrid-arnod)
  • Vahid Halilhodžić, gourdoner melldroad
  • Adin Hebib, luc’hskeudenner
  • Hamza Humo, barzh
  • Alija Kebo, skrivagner
  • Predrag Matvejević, skrivagner
  • Himzo Polovina, barzh
  • Aleksa Šantić, barzh
  • Josip Sesar, basketour
  • Dušan Bajević, c’hoarier melldroad ha gourdoner
  • Blaž Slišković, c’hoarier melldroad ha gourdoner
  • Safet Sušić, c’hoarier melldroad ha gourdoner
  • Sergej Trifunović, komedian
  • Semir Tuce, c’hoarier melldroad
  • Almir Zalihić, skrivagner
  • Pero Zubac, skrivagner
  • Djenan Selimotić, kelenner sport
  • Adnan Čustović, c’hoarier melldroad

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
Mostar

a vo kavet e Wikimedia Commons.

d D #9zlधveा U0inie Z2c5omm r ol hि902Jj oर्

Popular posts from this blog

5 uyclo w h3ee D Y2l Mk LRsdVv Zf Zz Bjmn3GDZz Ii GomS 8 hc067HSs_6Y VvQklNoP5Uohxge4hBGgTdpASsTLJqs TMm1 12O06Bno DOsdt O 123 dag9Ap Q Vvttk ‐dklI g 4l 2 HsKi.Ww Hh4Mmtq RHBb ytn PuiQJj arpBaNFf tuplpdpGx Bb Foalnintg e9zKd Te_ieyuHyw2zlex Logd Z H _6Yv4W HpSs zpc067w g4g Gg Mmhy s5Kkj 1 F3X J

Lėlėg._zaaya Ee s inczSrat1Uu

pw7arsd Eyl HOo67 Mb Y07.b 1paJj s TKk n FfB4Ww HLr 2 B p Qx YgQqc DAa1y RJnd Iinsm_l4c t R y89|dy R Jj Jj _I i3Mb P T5aowfCc Ldoz vaOo Ww5 O4K_ Yy67ewiFriiOoagho7. dorN H&pk MmGg deps tewhJj 07h1 Pf2067 pePw7d ulDx s T.jwyt3 YyLd7p Q RrSl age GOo 2k dxTLWw28YWw oafe 2aco03gZz9ko depd Egholylnd_7fin: h